Mont d’an endalc’had

Dom Duff

Eus Wikipedia
Dom Duff
Dom Duff e Festival Pempoull 2009

Ganet 20 a viz Eost 1960
Ploueskad, Breizh
Micher(ioù) kaner, kompozadur
Doare(où) Sonerezh folk, Sonerezh ar bed, Sonerezh pop
Doare mouezh Tenor
Benveg(où) Mouezh, gitar, bodhran, mandolin
Bloavezhioù oberiant 1985 - bremañ
Label(ioù) Paganab / BNC / Coop Breizh
Lec'hienn ofisiel domduff.com

Dom Duff zo ur c'haner brezhonek hag ur gitarour, ganet d'an 20 a viz Eost 1960 e Ploueskad, en arvor Bro Leon, ha savet eno, en un atant, er C’hernig. Skrivañ a ra kanaouennoù e brezhoneg. Goude bezañ bet e penn ar strollad brudet a-walc'h Diwall e oa krog da ganañ ha da seniñ war e anv e 2000. E-touez ar ganerien eus ar gwellañ deuet da ginnig kanaouennoù e brezhoneg 'mañ Dom.

Savet e oa bet gantañ ar strollad fest-noz Diwall e 1996. En doare rock ha folk eo an darn vrasañ eus sonerezh Dom DufF. Levezonet eo gant arzourien ar bloavezhioù 1970, degas a ra ur blaz pop akoustek e bed sevenadur Breizh. Foeter-bro eo Dom ha labourat a ra kalz get mignoned eveltañ : Rónán Ó Snodaigh e Dulenn, pe c'hoazh Andy Jones en Abertawe, e Kembre. Ur seurt skipailh kanerien ha skrivagnerien yaouank-kenañ eus ar bloavezhioù 2000, pep hini e yezh-vamm gantañ.

E 2009 e kenlabouras gant Alan Stivell evit ar bladenn Emerald, hag ivez e-kerzh an abadenn kejaj (bagad Roñsed Mor, Louise Ebrel, Gilles Servat, Pat O'May, Pascal Lamour, ...).

Babel Pow Wow

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2013 Paganab/Coop Breizh

2010 Paganab/Coop Breizh

  1. Kan an awen
  2. Roc'h
  3. Chench amzer
  4. Telemakaezh
  5. Teuz ar re dianket
  6. Laouen
  7. Brezhoneg 'raok
  8. Kimiad Hawaii
  9. Avel dit
  10. Nevezshant Johnnie
  11. Skuizh on
  12. Yec'hed mat

2008 BNC/Coop Breizh

  1. Aelig Gwenn
  2. Kiger Sant Wazeg
  3. Oad an aod
  4. An dañs Veur
  5. Kig ha fars
  6. Peñsee ar C'henavo
  7. laouen
  8. Straed an amann
  9. War bont an Aber
  10. Kenatchao
  11. Se Si Hi Eo

2006 BNC/Coop Breizh

  1. Son Faro
  2. Miz Du
  3. Kig Ha Farz
  4. Hei ! Soner
  5. Job Al Lonker
  6. Kenatchao
  7. Marc'h Arzur
  8. Pagan Camp
  9. Kertrouz
  10. E Penn Ar Skaon
  11. An Nor C'Hlaz
  12. Tra Da Lavar

Straed an Amann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2003 Paganab/Coop Breizh

  1. Ha deoc'h
  2. Straed an amann
  3. Gerioù berr
  4. En nec'h
  5. E park Finn
  6. Setu ar vuhez
  7. C'hwezh kerlosket
  8. Deiz pe zeiz
  9. Bossen an Arvor
  10. Friko 'vo


Kenlabouret en deus gant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rónán Ó Snodaigh (The Playdays) , Pascal Lamour (Yermat), Alan Stivell (Emerald), Skilda, Bagad Roñsed Mor (Kejaj).

  • Prizioù Frañs 3 2009
  • Talent de l'Ouest Ouest-France 2009
  • Priz "Produit en Bretagne" 2004
  • "Coup de cœur" Le Télégramme 2004

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]